Rannvro Magallanes hag Antarktika Chile

Lec'hiadur ar rannvro e Chile.

Rannvro Magallanes hag Antarktika Chile (e spagnoleg: XII Región de Magallanes y de la Antártica Chilena, da lavaret eo "Rannvro Magellan hag Antarktika Chile”), hag a vez graet anezhi Rannvro Magallanes hepken peurvuiañ, eo an daouzekvet rannvro eus Bro-Chile, hag an hini ar muiañ er su. Punta Arenas eo he c'hêr-benn. Ul lodenn eus Antarktika a zo lakaet e-barzh gant gouarnamant Chile, met n'eo ket degemeret kement-mañ gant ar gumuniezh etrebroadel.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy